Mantell

Mantell kroc'hen evit ur vaouez, diwar-goust zibelined.
Mantell ur gwaz, e 1876

Ur vantell (eus ar ger latin mantellum) zo ur pezh dilhad hir, tev, ha tomm, a vez douget er broioù yen, pe pa vez yen, evel dilhad war-benn alies, war-benn ur porpant pe chupenn alies. Tapout a ra izeloc'h eget an dargreiz, eget ar porpant eta, betek an daoulin alies, pe izeloc'h zoken. Ponner e vez ar mantilli peurvuiañ, met darn a vez skañvoc'h.

Douget e vez ar mantilli gant gwazed evel gant maouezi, met disheñvel e vezont: strishoc'h e vez re ar merc'hed peurvuiañ.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne